Accueil
Aimé CESAIRE
Frantz FANON
Paulette NARDAL
René MENIL
Edouard GLISSANT
Suzanne CESAIRE
Jean BERNABE
Guy CABORT MASSON
Vincent PLACOLY
Derek WALCOTT
Price MARS
Jacques ROUMAIN
Guy TIROLIEN
Jacques-Stephen ALEXIS
Sonny RUPAIRE
Georges GRATIANT
Marie VIEUX-CHAUVET
Léon-Gontran DAMAS
Firmin ANTENOR
Edouard Jacques MAUNICK
Saint-John PERSE
Maximilien LAROCHE
Aude-Emmanuelle HOAREAU
Georges MAUVOIS
Marcel MANVILLE
Daniel HONORE
Alain ANSELIN
Jacques COURSIL

An alc’hwez aour : istor 50 vloaz a stourm evit ar brezhoneg / 50 ans de lutte en Bretagne pour la langue bretonne

France 3
An alc’hwez aour : istor 50 vloaz a stourm evit ar brezhoneg / 50 ans de lutte en Bretagne pour la langue bretonne

An teulfilm-mañ sevenet, gant Mikael Baudu, a gont ar stourmoù a zo bet kaset da benn gant ar Vretoned abaoe ar bloavezhioù 1970 evit hor yezh. Ce documentaire réalisé par Mikael Baudu, raconte les luttes menées par les Bretons depuis les années 1970 pour leur langue.

An alc’hwez aour, setu un titl brav awenet gant ur barzhoneg skrivet gant Anjela Duval, ar beizantez ha barzhez a Vro-Dreger mil anavezet.
Kontañ a ra ez eus bet taolet un alc'hwez aour e traoñ ar mor. Ur rummad tud nevez a rank adkavout anezhañ evit dibrennañ dorioù an tour e-lec'h ma kavint un teñzor a roio tu dezho da vevañ en o bleud en o sevenadur hag en o identelezh.
Ur skeudenn eus tonkad ar brezhoneg e-kerzh an 50 vloaz tremenet evel m’eo kontet gant an teulfilm-mañ.

« Ar simbol  » : ostilh un troc’h e treuzkas ar brezhoneg

Er bloavezhioù 1960 e veze komzet ar yezh ingal e kêriadennoù Breizh Izel, met paouezet e oa ar bras eus an dud da gomz anezhi ouzh o bugale. Ur yezh, o yezh, hag a oa bet difennet dezho kaozeal er skol pa oant bihan, ha ma raent e vezent pinijet ha goapaet. Da skouer, ar re a veze tapet o kaozeal brezhoneg a oa rediet da zougen ar simbol, ur votez-koad alies, tro d’o gouzoug ha dreist-holl e oa ret dezho kavout ur bugel all o kaozeal brezhoneg evit diskuliañ anezhañ ha reiñ ar simbol dezhañ d’e dro. An hini diwezhañ en doa ar simbol tro d’e c’houzoug e fin an devezh a veze pinijet. Tu zo da venegiñ ivez ar skritelloù « arabat skopañ war an douar ha komz brezhoneg ».
Goude bezañ bevet traoù ken kriz, kalzig anezho o deus divizet chom hep treuzkas ar brezhoneg d’o bugale. Un troc’h a zo bet neuze e istor ar yezh.

Ur stourm evit ma teufe yezh ar vezh da vezañ yezh al lorc’h

En deiz hiziv e tesk un 20 000 bugel bennak hor yezh er skolioù divyezhek. Bep bloaz e vez degadoù a dud o vont da zeskiñ brezhoneg e stummadurioù evit ijinañ o buhez vicherel e brezhoneg. Diaes eo beajiñ war hentoù pe e kêrioù Breizh Izel hep merzout panelloù divyezhek...

Daoust m'emañ ar bras eus ar vrezhonegerien en tu-hont da 70 vloaz ez eus ur rummad nevez a vrezhonegerien bremañ.
Kemer a ra ar yezh he flas muioc'h-mui dindan hon daoulagad, met strishaet eo he zachenn implij ha ne glever anezhi war ar pemdez nemet en un nebeud skolioù, kevredigezhioù, ostalerioù, embregerezhioù stag ouzh ar mediaoù, pe kêriadennoù e-lec'h ma vev tud kozh dreist-holl.

Sell ar Vretoned ouzh o yezh zo cheñchet en ur ober 50 vloaz, un emdroadur diheverzh a zo deuet da heul un hentad hir a stourmoù evit ma vije anavezet gwelloc’h ar yezh er vuhez foran.
An teulfilm-mañ a gont ar stourmoù-se gant dielloù, sav-boent sokiologourien hag istorourien ha testeni emsaverien o deus stourmet evit klask cheñch penn d'ar vazh...
Tud o deus stourmet hag a stourm c’hoazh evit kenderc’hel da gas ar yezh war-raok. Gwelet e vez pegen kreñv e chom c’hoant ar Vretoned da zifenn hor yezh goude diviz ar C’huzul bonreizhel embannet d’ar Gwener 21 a viz Mae 2021, a-enep d’ar soubidigezh er skolioù, implijet gant berzh abaoe ouzhpenn daou-ugent vloaz e Breizh, ha d’an arouezennoù diakritek.

 

An Alc'hwez Aour

Et en français...

 

« Le symbole » : l’outil d’une coupure dans la transmission de la langue bretonne

Dans les années 1960 la langue bretonne était largement parlée dans les villages mais les parents ont cessé de la transmettre à leurs enfants. Une langue, leur langue, qu’on leur avait interdit de parler à l’école sous peine de punitions et d’humiliations. On peut citer par exemple, le fait que celui qui était surpris à parler breton était affublé d’un symbole autour du cou, souvent un sabot percé. Afin d’éviter d’être puni à la fin de la journée, il devait surprendre et dénoncer à son tour un camarade en train de parler breton. Le dernier qui portait le symbole à la fin des cours était puni.
On peut aussi mentionner les affiches « Interdit de cracher par terre et de parler breton ».
Après avoir vécu ces situations blessantes, beaucoup ont décidé de ne pas transmettre la langue bretonne à leurs enfants.

Une lutte pour que la langue de la honte devienne celle de la fierté

De nos jours quelques 20 000 enfants l’apprennent dans les écoles bilingues, des dizaines de personnes suivent chaque année une formation afin de trouver un avenir professionnel en lien avec le breton, la signalisation bilingue fait partie de notre paysage.
Pourtant, la plupart des locuteurs ont désormais plus de 70 ans, même si une partie de la nouvelle génération s’est approprié la langue.
Le breton est désormais visible mais son usage au quotidien se trouve limité à quelques écoles, associations, bars, entreprises en liaison avec les médias ou des villages où vivent principalement des personnes âgées.

Le regard des Bretons sur leur langue a changé en 50 ans, une évolution imperceptible qui est l’aboutissement d’une longue lutte pour une meilleure reconnaissance de la langue dans la société. Ce sont ces 50 années de combat que raconte ce documentaire au travers d’archives, l’éclairage d’historiens ou de sociologues et le témoignage de militants.

Un combat qui continue pour faire avancer le breton. On voit en ce moment à quel point la volonté des Bretons de défendre leur langue reste forte. En témoigne leur mobilisation après la décision du Conseil constitutionnel d'aller contre l’immersion comme méthode d’enseignement - pourtant pratiquée avec succès et résultats depuis plus de quarante ans en Bretagne -, et les signes diacritiques, annoncée le vendredi 21 mai 2021.

Connexion utilisateur

CAPTCHA
Cette question sert à vérifier si vous êtes un visiteur humain afin d'éviter les soumissions automatisées spam.